Accueil > Skol-vamm > Sevel an niver hag ar c’hementad > 27 pesk - jediñ ha lec’hiañ er spas

27 pesk - jediñ ha lec’hiañ er spas

vendredi 14 avril 2017, par Isabelle.

Un album pour commencer à calculer et situer les objets dans l’espace (vocabulaire topologique)

OpenDocument Text - 20.5 ko
27 pesk displegañ

27 PESK gant PADS - Keit Vimp Bev
Un albom evit komañs deskiñ ranniñ niveroù ha deskiñ gerioù a-ziàr ar spas.

Tachennoù kelenn pennañ :
- an niveroù ;
- yezh dre gomz ;

7 Zip - 977.4 ko
kinkladurioù
OpenDocument Text - 30.7 ko
pesked
PDF - 65.5 ko
pesked
OpenDocument Text - 31.5 ko
pesked liv
PDF - 476.5 ko
pesked liv

Sellit amañ fichennaouegoù da voulliñ ha da zidroc’hiñ evit sevel kinkladuroù (gwenn ha du da liviñ) ha c’hoari get pesked (gwenn ha du da liviñ, pe livet). Enrolladenn an istoar a vez kavet e lec’hienn Keit Vimp Bev amañ : http://www.keit-vimp-bev.info/br/enr-albums.
Evit ar c’hinkladurioù e c’hallit lakaat ar skolidi goshañ da sellet douzh an albom, d’o liviñ , ha d’o fegiñ a bep tu war follennoù karton. Un den bras a c’hall lemel an takad uhelañ, (lodenn ar mor en albom) get ur gizell. Sellet mat douzh ar porteledoù evit gwelet penaos kempenn pep tra.

C’hoari get an albom-se a c’hall sikour ar skolidi da ranniñ an niver 4 e meur a feson (4 ha 0, 3 ha 1, 2 ha 2, 1 ha 3, 0 ha 4). Moaiand a vo dezhe labourat get an albom hag an dafar da geñver ur prantad labour a-ziàr an niver 4 (sellet douzh ar levroù Accès Editions - Vers les Maths : Moyenne Section, prantad 2, ha Grande Section, prantad 1).

Kinnigoù evit monet àr-raok :

I Komañs lenn an albom.

II Kinkliñ pep tra tamm-ha-tamm ha lenn pajennoù arall tamm-ha-tamm :
- lakaat ar skolidi da voulliñ, da liviñ, da begiñ ar pesked hag ar c’hinkladurioù ;
- aoziñ ur c’horn-c’hoari get an dafar (àr un tapis, àr un daol ... ?) ;
- lenn pajennoù arall ag an albom.

III komañs c’hoari get ar c’hinkladurioù hag ar pesked kentañ :
- c’hoari a ra an den bras gant ar skolidi atav ;
- tamm-ha-tamm e vo laoket ar skolidi da c’hoari en o c’hunan ;
- labourat get ar levroù Accès ;
- lenn ha lenn an albom en-dro (lakaat ar skolidi da achuiñ ho frazennoù) ;
- lakaat ar re vrasañ da lenn an albom daou-ha-daou dirak ar re yaouankañ.

IV Priziiñ e meur a feson, hervez aezamant pep skoliad :
- unan-ha-unan get an c’hoari (poltredoù e kaier ar skoliad) ;
- àr baper get tikedennoù ar pesked (pegiñ pesked ha niveroù a-barzh un daolenn 2 golonenn dezhi) ;
- àr baper get ar fichennoù 36 ha 36 ag fichennaoueg « Loenigoù war hent an Niveroù » (I. Le Nabat - E. Kervoas – T.E.S) ;
- filmiñ abadennoù lenn ar re vras hag o diskoueziñ dezhe pe d’o familhoù.