Accueil > Kelc’hiad 2 > Mat > Niveroù, heuliadoù niveriñ, unanennoù degadoù ha kantadoù e CP CE1

Niveroù, heuliadoù niveriñ, unanennoù degadoù ha kantadoù e CP CE1

lundi 1er avril 2013, par Isabelle.

NEVEZ ! Ur skritell gant ar c’heriaoueg evit keñveriañ an niveroù.

Nombres, numération, unités, dizaines et centaines en CP CE1

Niveriñ e CP CE1 : fichennoù skoazell, skritelloù, kentelioù, kartoù evit pleustriñ emren, hag all. Diwallit ! Kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl zielloù.

 Adwelet an niveroù bihan gant an urzhiataer :

Evit adwelet an niveroù bihan pe skoazellañ ar skolidi gant diaesamantoù, e c’heller implijout c’hoarioù niveriñ kinniget gant meziantoù e brezhoneg ha pellgargapl digoust : Gcompris ha Sebran.
- Gcompris e brezhoneg zo pellgargapl, war lec’hienn Bruno COUDOIN, amañ : http://gcompris.net/-br-
Evit gouzout muioc’h (fichennoù evit heuliañ ar skolidi) : http://webklas.org/spip.php?article2
- Sebran zo pellgargapl digoust war lec’hienn an drouizig e penn izelañ e bajenn : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=67%3Asebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br

An niveroù adalek 1 betek 12, stumm benel pe gourel, gant daou c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : https://www.reseau-canope.fr/tes/ Hent da heuliañ evit kavout anezhe : "Brezhoneg" => "c’hoari memor". Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren.

 Fichennoù-skoazell divyezhek evit ar skolidi e CP hag e CE1 : skritur e sifroù ha lizherennoù


- An niveroù adalek 1 betek 20 : E-barzh "geriadurig ma c’hlas" embannet gant TES (fichenn da luc’heilañ) ; pajenn 79. Levr amañ (digoust evit ar skolioù) : https://www.reseau-canope.fr/tes/
- An niveroù adalek 1 betek 39
- An niveroù adalek 1 betek 110

OpenDocument Text - 19.5 ko
an niveroù 1 => 110
PDF - 51.5 ko
an niveroù 1 => 110
OpenDocument Text - 16.1 ko
an niveroù 1 => 39
PDF - 39.6 ko
an niveroù 1 => 39

 An niveroù diaes betek 100, e brezhoneg hag e galleg :


Ur gentel evit adwellet an traoù e CE1 ha div skritell da luc’heilañ brasoc’h evit ar CP hag ar CE1. Mat e vo ivez tresañ ar c’hementadoù e liv e-kichen pep niver gant ar skolidi evit lakaat anezhe da gompren gwelloc’h.

PDF - 34.3 ko
an niveroù diaes
OpenDocument Text - 13.9 ko
an niveroù diaes
OpenDocument Text - 16.3 ko
niveroù diaes skritell
PDF - 36.3 ko
niveroù diaes skritell
OpenDocument Text - 15.2 ko
niveroù diaes skritell 2
PDF - 36.3 ko
niveroù diaes skritell 2

 An heuliadoù niveriñ


- A 10 da 10 :  : E-barzh "geriadurig ma c’hlas" embannet gant TES (fichenn da luc’heilañ) ; pajenn 80. Levr amañ (digoust evit ar skolioù) : https://www.reseau-canope.fr/tes/
- A 10 da 10 : Ur gentel divyezhek da adkopiañ ha da vemoriñ er gêr. Ur skritell da luc’heilañ brasoc’h ha da begañ ouzh ar voger.
- A 100 da 100 : Ur gentel divyezhek da adkopiañ ha da vemoriñ er gêr. Ur skritell da luc’heilañ brasoc’h ha da begañ ouzh ar voger.

OpenDocument Text - 15.2 ko
A 10 da 10 skritell
PDF - 33.6 ko
A 10 da 10 skritell
OpenDocument Text - 13.3 ko
A 10 da 10
PDF - 30.6 ko
A 10 da 10
OpenDocument Text - 14.8 ko
A 100 da 100
PDF - 56.1 ko
A 100 da 100

 Adwelet an niveroù er gêr :


Ur fichenn evit ar skolidi e CE1 : Lakaat anezhe da dresañ ar c’hementadoù er c’hlas evit prientiñ an adwelet er gêr.

OpenDocument Text - 15.1 ko
lenn an niveroù er gêr CE1
PDF - 57.8 ko
lenn an niveroù er gêr CE1

 Pleustriñ war an niveriñ e CP hag e CE1 : Kartoù evit ober ar skrivadenn-niveroù emren


Luc’heilañ ar c’hartoù war baper-kartoñs ha didroc’hañ anezhe.
Ur skoliad a gemer 4 c’hartenn bemdez evit lakaat ar re all da skrivañ an niveroù war o c’haier. Difaziet e vo gante emren ivez.
CP : 0 => 100 ; CE1 : 100 => 1000

OpenDocument Text - 15.7 ko
kartoù niveriñ CE1
PDF - 53.6 ko
kartoù niveriñ CE1
OpenDocument Text - 14.2 ko
kartoù niveriñ CP
PDF - 54.3 ko
kartoù niveriñ CP

 Keñveriañ an niveroù

- ur skritell gant ar c’heriaoueg

OpenDocument Text - 13.5 ko
keñveriañ an niveroù skritell
PDF - 47.3 ko
keñveriañ an niveroù skritell

 Unanennoù, degadoù ha kantadoù e CE1

Unanennoù, degadoù ha kantadoù :

- Skritelloù enklask a strolladoù bihan
- Ur skritell evit niveriñ = taolenn evit aesaat ha frammañ an niveriñ e CE1.

OpenDocument Text - 17 ko
CE1 taolenn niveriñ
PDF - 46.9 ko
CE1 taolenn niveriñ
PDF - 57 ko
niveriñ enklask CE1
OpenDocument Text - 12.7 ko
niveriñ enklask CE1

Documents joints