Accueil > Skol-vamm > Yezh skrivet > Lizherennegoù ha lizherennaouegoù

Lizherennegoù ha lizherennaouegoù

mercredi 4 juillet 2012, par Isabelle.

Alphabets et abécédaires ; Diwallit : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl dielloù.

 Lizherennegoù :


- Div lizherenneg da voullañ war baper-kartoñs evit ober kartoù ha da reiñ d’ar re vras a labouro e strolladoù bihan pe daou ha daou.
Ret e vo urzhiañ lizherennoù al lizherenneg gant skoazell fichenn an daol ma vo ret.

OpenDocument Text - 11.4 ko
lizherennegoù : kartoù
PDF - 45.5 ko
lizherennegoù : kartoù



-  Kanaouenn al lizherenneg, a zo kanaouenn gentañ ar bladenn"Kanomp uhel" war DIFETIS  : fiskal kabidant, get begon, ha digoust ouzhpenn ! Amañ : http://www.difetis.com/fr/gratuit/60-skol-diwan-pondi-kanomp-uhel.html


- DVD "Brezhoneg bemdez" gant Lionel Buannic, evit reiñ lañs d’ar c’hentelioù ha broudañ ar skolidi gant videoioù leun a vuhez (abadennoù ag ur vinutenn hanter bewech) : video niverenn 49 : Al lizherennaoueg (K.2)

Petra zo en DVD-se ? Amañ : http://webklas.org/spip.php?article155
Pelec’h kavout an abadennoù "Brezhoneg bemdez ?
- DVD : amañ : http://www.breizhvod.com/video_br/product/Brezhoneg_Bemdez.html


- Minisebran, evit deskiñ anv al lizherennoù er skol-vamm. Selaouer ret !
Pellgargañ ar meziant e lec’hienn an drouizig amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=68%3Aminisebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br Digeriñ "minisebran", digeriñ "bin" ha klikañ war "minisebran"(skeudenn ar vleunienn) evit staliañ an traoù. Klikañ war "alt fonction F2" evit dibab ar yezh : saozneg, brezhoneg hag all.

 Lizherennaouegoù :


- Lizherennaoueg al lutun glas embannet gant Keit vimp bev (12 euro ; brav kenañ) ; fichenn evit klask gerioù e Lizherenneg al lutun glas da bellgargañ amañ :

OpenDocument Text - 736.7 ko
Lizherenneg al lutun glas
PDF - 212.3 ko
Lizherenneg al lutun glas



- Krouiñ ul lizherennaoueg gant ar skolidi pe goulenn da re vrasañ ar skol, krouiñ unan evit re ar skol-vamm (arzoù-kaer). Setu ur skouer pellgargapl amañ : Lizherennaoueg al loened gant I. hag E. Kervoas (gwirioù miret ; implijapl digoust er c’hlas nemetken).

PDF - 439.3 ko
Lizherennaoueg al loened