Accueil > Skol-vamm > Traoù, stummoù, brasterioù

Traoù, stummoù, brasterioù

Dernier ajout : 22 janvier 2014.

C’hoarioù hag oberiantizoù evit lakaat ar vugale da :
- lec’hiañ an traoù ha lakaat anezhe asambles
- anavezout ar stummoù
- urzhiañ hervez ar v/ment

Articles de cette rubrique

  • Marelligoù

    4 décembre 2011, par Isabelle

    Mosaïques : situer dans l’espace.
    Fichenn evit lakaat ar re vras da heuliañ an oberiantizoù o-unan. Ret eo dezhe skrivañ an deiziad ur wech echu pep skouer evit lâret int deuet a-benn.
    Cheñchit ar skeudennoù hervez an dafar ho peus er c’hlas.

  • Ar stummoù : kartoù ha fichenn briziañ

    25 janvier 2012, par Isabelle

    Les formes géométriques en breton, ronds, carrés, rectangles, triangles, ... de l’apprentissage à l’évaluation. Diwallit : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl dielloù. Kartoù
    Rontoù, karrezennoù, skouergornegoù, tric’hornioù : kartoù da luc’heilañ pe moullañ daou du dezhe evit lakaat ar skolidi da vemoriñ anv ar stummoù. Geriaoueg ar stummoù : tikedennoù gerioù/skeudennoù all
    E-barzh "geriadurig ma c’hlas" embannet gant TES (da luc’heilañ). Levr amañ (digoust evit ar skolioù) : http://wwwcrdp.ac-rennes.fr/tes/site/index.php?oberenn=57
    ar stummoù : pajenn 71 Priziañ
    Ur fichenn briziañ (...)

  • Urzhiañ hervez ar v/ment

    7 mars 2012, par Isabelle

    Ranger selon la taille.
    Urzhiañ hervez ar v/ment :
    Fichenn evit heuliañ oberiantizoù ar re vras hag evit priziañ.
    DIWALLIT : E. DENEZ en deus skrivet deomp evit sachañ hon evezh war ar ger "ment" a zo benel peurliesañ ha gourel a-wechoù. Gallout a rit implijout an diell e stumm odt da heul evit cheñch an traoù hervez ho soñj.

  • Taolennoù daou-du

    22 janvier 2014, par Isabelle, Patrick

    Nevez ! Taolennoù daou-du evit renkañ kartoù 7 familh.
    Tableaux à double-entrée. Renkañ kartoù e taolennoù daou-du
    "C’hoari ar 7 familh : ar c’horf" :
    http://keit-vimp-bev.info/7familh_br
    Taolennoù evit renkañ ar c’hartoù (savet gant Patrick BECHARD).
    Gwelloc’h eo pleustriñ gant traoù gwir da lakaat war daolennoù daou du, mes ne vez ket arc’hant awalc’h a-wechoù evit prenañ an dafar-se. Setu neuze fichennoù gant taolennoù daou du evit ar re vras.
    Pellgargapl int amañ (...)

  • Munut, bihan, krenn, bras, pikol ! Ar mentoù gant al levr hag an dafar pedagogel

    28 mars 2016, par Isabelle, Patrick

    Un livre et un petit poisson, pour apprendre à ranger par taille ; les documents pédagogiques accompagnant le livre.
    DIWALLIT ! Dafar pedagogel pellgargapl digoust e penn izelañ ar bajenn-mañ.
    Embannet gant Keit Vimp Bev ul levr savet gant PADS nevez zo :
    Ur pesk munut, un albom diwar-benn ar mentoù (munut, bihan, krenn, bras, pikol) gant ar memes stummoù frazennoù dalc’hmat.
    Savet eo bet an albom-mañ a-ratozh evit bugale ar skolioù-mamm. Aes eo dezhe kompren an istor. Tresadennoù bras livoù splann dezhe zo evit ar re yaouankañ. Munudoù zo ur seurt evit ar re zo un tammig koshoc’h.
    Ur pesk (...)