Accueil > Kelc’hiad 2 > Arzoù

Arzoù

Dernier ajout : 28 décembre 2013.

Articles de cette rubrique

  • Skeudennaouiñ ur ganaouenn

    28 février 2013, par Isabelle

    Illustrer une chanson. Skeudennaouiñ ur ganaouenn
    Dibab ur ganaouenn gant kloubladoù. Lakaat ar skolidi da zeskiñ anezhi.
    Labourat war gompren pep koublad dre gomz gant ar skolidi.
    Sevel strolladoù : kement a strolladoù evel a goubladoù. Pep strollad a zibab ur c’houblad.
    Pep skoliad a sav un dresadenn evit skeudennaouiñ ar c’houblad dibabet.
    Evit pep koublad vo dilennet un dresadenn gant an holl skolidi.
    An tresadennoù dilennet vo staget en urzh ouzh ar voger evit kontañ istor ar ganaouenn. Gallout a reont bezañ skanet ha bannet ouzh ar voger pa gano ar vugale ar ganaouenn-se dirak ar (...)

  • Maskloù eus broioù Afrika

    28 décembre 2013, par Isabelle

    Masques africains : de la découverte au diaporama.
    Dafar da gaout : Ret eo pellgargañ fotoioù maskloù war internet evit videobannañ. Ret eo ivez luc’heilañ 30 maskl bennak war paper A4 diwar levrioù diwar-benn maskloù eus bro Afrika (er vediaoueg). Paper A4, paper A3, kreionoù koad, barroù-livañ, livioù dour,feultroù du.
    Fotoioù bras ha brav zo pellgargapl war lec’hienn ar c’hae Branly, amañ :
    Ar maskloù : http://www.quaibranly.fr/fr/collections/explorer-les-collections/parcours-thematiques/masques.html
    Afrika : http://www.quaibranly.fr/fr/collections/explorer-les-collections/afrique.html
    Petra ober (...)

  • Roudoù e leizh

    28 décembre 2013, par Isabelle

    Mosaïque d’empreintes. Découverte de Claude VIALLAT.
    Dafar ret : Fotoioù eus oberennoù gant VIALLAT da videobannañ. Tammoù koad o tont eus ur c’hoari-savadurioù, mellivadurioù (gouaches) e-barzh boestoù, barroù-livañ, paper A4 e liv (meur a liv).
    Abadenn dre gomz : dizoleiñ oberennoù gant VIALLAT (roudoù ur spouenn).
    Dibab mennozhioù evit krouiñ : ober roudoù renket, livañ ar foñs.
    Abadenn livañ : Pep skoliad a zibab ur follenn baper A4, ober a ra roudoù renket gant ar stummoù koad soubet el livioù zo er boestoù. Livañ a ra ar foñs gant ur barr-livañ. Lakaat a ra da sec’hañ.
    Sevel ur skritell vras en (...)